Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/453

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 437 —

hag a deu evit ho spia, ho tiscuil, evit ho laza hag ho laerez mar gellont, ha ma na ellont ket ober ho zro dioc’htu, evit evessaat penaus dont divezatoc’h ha sicour gantho, pe lacat ar re c’hlas da zont varnoc’h. Bemdez e veler traou evelse. Ha c’hui o poa an ear euz a vir spierien, dillad fall ha leun bri, ha pistolennou ganeoc’h ; rag me am boa guelet mad ho pistolennou.

II

An daou zijentil a dremenaz an dervez e grignol ar foen. Pa deuaz ar pardaez e clefjont tud an ti o tont, merc’hed ha goazed euz ar parkeier, hag al loenet o vlejal o vont en ho c’hraou. Prest goude an tieg a deuas d’ho c’herc’hat evit coania, ha goude ar pred e lavaras dezho : — Ahanta, dont a reot ganeomp d’an oferen ?

— Ia, c’hoant on eus da vont.

— Alo, grit ho pourchas.

— Petra ? dindan noz eo ez aimp ?

— Brema souden, gant aoun na vemp re zivezat. An ilis so braz, ha n’eus ket a leac’h da gaout aoun ne ve ket a frankiz evidomp enhi. Pell avad ema ahann, hag eur pennad mad a vale on eus da ober.

Ep dale ar merc’hed o doa casset ar vugale da gousket, hag ar voazet o doa great ho fourchas evit mont en hent. Pep a groc’hen maout o doa laket dreist ho dillad all, ha pephini a gase gantha eur fuzil pe eur benveg evit en em zifen. An daou zijentil a voue roet dezho ive pep a fuzil, ha neuze en em lakejont oll en hent a vanden, goazed ha merc’hed.

Tenval oa an noz, hag an avel a ioa ien. Goude beza baleet epad eun heur amzer pe ouspen, e clefjont eun trouz henvel oc’h hini ar c’houagou, hag e guirionez edont tost d’ar mor. An daou zijentil a