Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/449

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 433 —

hag e chom pell stouet dirak Doue o c’houlen trugarez outhan. Hirio ez emp adarre d’ar broiou gouez, hag e c’hoar avoalc’h he gatekiz evit va zicour da zeski ho reljion d’he vreudeur. Setu aze histor an den-ze.

Lavarit din brema, eme ar missioner, en eur zevel varzu an Env eur zell leun a garantez Doue, lavarit din hag hen a eller caout e nep leac’h plijadur ebet ker c’hoeg evel ar re a ro avechou an Aotrou Doue d’he vissionerien, d’ar re a labour da c’hounit eneou dezhan !

Ama, eme an ofiser a vor a scrif kement-ma, ar missioner a davaz, hag ar picol goueziad a zavaz hag a deuas da lavaret eur ger bennak dezhan. Me a stardas dorn ar missioner em hini ; ne gaviz ket avad eur gomz evit he drugarecaat. Disken a ris d’am c’hamprig, hag en em lakiz em guele a istribil. Hogen pell e vouen ep gallout cousket ; eur bern sonjou a ioa em ene. En nosveziou varlerc’h, e chomen pell da gaozeal gant ar beleg, ha nebeut ha nebeut e voan chenchet oll. Pemzek dez goude em boue urs da gas ar missioner hag he indian d’an douar, ha pa ho gueliz o taoulina var an aod, hag o vont goude, ep sellet var ho lerc’h, varzu ar gouelec’hiou-ze a dlient da drempa gant ho c’huezen ha marteze gant ho goad, e savas ganhen eur c’hoant bras da ober eveld’ho.

Dek mis divezatoc’h e voan distro d’am bro, hag e rois va discarg a ofiser. Tri bloas goude e voan beleg hag e saven var eul lestr evit servich an dud a vor. Ar gark-ze a ran c’hoaz hirio. Va lestr en deus bet eur c’hrogat tenn oc’h hon enebourien. Me am eus bet va lod a c’hloaz, eun tamik gouli hag a vezo pare ep dale, ha neuze ez in adarre da gaout va martolodet ker.

25