Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/445

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 429 —

rener o veza eveseat mad outho, a lavaraz e voant roudou an hini a glaskemp. Ar roudou-ze hor c’hasas da gaout eul lenn vraz, hag a eane eno. Credabl an indian en doa eur vag hag en doa treuzet al lenn. Ober a rejomp an dro d’al lenn-ze gant ar brasa evez.

Erfin e veljomp ar vag hag eun den epken enhi ; mes re hir e voa diouzomp evit ma c’heljemp he anaout. Gouscoude e c’houiemp ervad eo hen e ranke beza. N’em boa mui izom a rener ha va den iaouang a ieaz en dro. Me a jomaz eno va unan adre eur roc’hel eleac’h ma en em zalc’hen cuzet evit na vijen ket guelet gant ar pesketer. Pardaez oa pa deuas d’an douar ; staga a reaz he vag, ha goude beza sellet tu ha tu en dro dezhan evit guelet ha ne voa den a dost, e c’hoezas tan gant geot seac’h, hag e lakeas pesked da c’hrilla evit he goan. Pa en devoa great he bred, e sellaz adarre tro var dro, ha neuze e c’hourvezaz e kichen an tan. Me a jomas da dremen an noz e douk va roc’hel, eleac’h ma crene va izili gant ar riou ha gant ar strafuil am boa. Evel ne gousken ket, e tremeniz an noz o pidi Doue da voucaat ar galon gris-ze.

III

Goude beza pedet Doue caloneg, ez is goustadik beteg an Indian. Cousket oa c’hoaz ; he gousk avad a ioa cousk eun den crignet gant ar morc’hed ; eun ear gouez a ioa var he zrem, he vleo a ioa diskempen, he zorn a zalc’he crog en eur picol penn baz ; eur scrij oa he velet.

Crena a rea va oll izili o tostat outhan, gouscoude en em erbediz oc’h Doue hag hen hejiz eun tamic. Losker a reaz eur griaden c’houez ; evel eun tigr e savaz en he za en eul lam, ha kerkent e veliz ar