Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/444

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 428 —

livet ne voar ket petra eo caout aoun. Mont a rin. Piou a deui da ziskuez an hent din ?

Eun den iaouang a dosteas : Deomp, tad, emezhan, hag e zejomp dioc’h-tu en hent.

Da bardaez e tigouesjomp er vengleuz eleac’h ma voa eur guele deliou hag eskern tud a ioa c’hoas roudou an dent anat varnezho. Ar chaseer a zellas piz oc’h ar roudou tro var dro d’ar vengleus.

— Larcoc’h eo eat, emezhan, e trezeg an anternoz.

— Mad, deomp larcoc’h.

— Ne velan ket sclear avoalc’h evit anaout he roudou. — Red e voue deomp eta tremen an noz eno. Antronoz mintin mad en em lakejomp adarre da vale. Ien oa an amzer ; n’oa ket bet c’hoaz a erc’h ; eur guiscat mad a scorn avad a ioa var an douar. An heol a zavas digatar, ha prest e comansas discorni, hag on doa poan vraz o vale var al lec’hit eleac’h ma sanclemp bete pennou hon daoulin. Goude e teuas tom, hag or boa eur boan vras gant ar c’huibu ; ne voan ket souezet gant ar chench amzer-ze, rak boaz oan diouthan. Guelet em oa meur a vech er C’hanada tom da zevi e creiz an deis petra bennak ma voa scorn dioc’h ar mintin.

N’on doa caset tam bouet ganeomp, ha ne gafchomp da derri hon naoun nemet trinchin coat hag eur c’hrizien louzou gouez bennak. Da bardaez e teuaz an douar da galedi, hag e valeemp aessoc’h, ha pa voa deut an noz e c’hourvesjomp an eil e kichen egile var an douar scornet. An domder euz hor c’horf a voukaaz an douar dindanhomp, ha pa zihunjomp e voamp sanclet hag evel moullet er pri.

En deis varlerc’h ne veljomp adarre netra, ha va rener a felle dezhan mont en dro. Kement a ris varnezhan, ma teuas larcoc’h ganhen. D’an trede devez da vintin, e cafjomp adarre roudou, ha va