Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/443

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 427 —

ar goad. Diou loariad zo eo tec’het kuit, rak gouezet en deuz on doa dizoloet he doul mengleus. Ni on eus soubet hor birou hag hor bouc’hilli en douar distrempet gant ar goad. Jesus crucifiet a c’hourc’hemenne deomp pardoni ; hon Doueou coz a roe otre deomp d’en em venji. Ni on eus dilezet guenoden Jesus evit distrei da hini hon Doueou coz. »

O clevet traou ker scrijuz, e scorne ar goad em goazied, hag an indianed a verve gant ar gounnar.

Ar c’habiten, en he za dirazhon, he zaoulagad o lugerni, a rea lis gant he vouc’hal evel pa vije o vont da skei an torfetour. Comz a riz outhan c’hoeg ha pell. Pe ger braz eo nerz ar relijion ! An dud counnaret-ze a habascaaz ; ar c’hras a vruzunaz ar c’halonou mein-ze, hag an dud-ze, a felle dezho va laza eun nebeut araog, a blegaz ho fenn dindan va zell hag am pedas da gaout truez outho. Ar c’habiten, ker soublig ha tra, a c’houlennaz evit he veuriad beza resevet adarre dindan lezen Jesus crucifiet.

— Ar speret-bras ne anavez evit he vugale nemet ar re a bardon.

An indian a zellaz oc’h he vreudeur ; an oll brezelourien a blegas beg ho birou varzu an douar.

— Va breudeur ha me a bardon, eme ar c’habiten ; mes ne ouzomp ket peleac’h ema hon enebour.

Anaout avoalc’h a rean giziou an indianet evit gouzout ne dalie netra ar pardon roet da eun den ha n’edo ket var al lec’h.

— Me a ielo d’he glask, eme ve, hag hen digaso d’ho caout.

— Ne da ket ! ne da ket ! eme an oll chasseerien, lazet ha debret e vezi gantha ! hag e reant kelc’h en dro din evel evit va dioual.

— Ho comzou ne dalont netra. Eur vizach drouk-