Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/442

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 426 —

bizach drouklivet bet eur pried en he lochen en tu all d’ar mor, hag epad ne vije ket er gær ma vije deut eun all euz he veuriad dre laer d’he lochen, ma en divije lazet he bried hag he debret, va breur ha pardonet en divije d’an den-ze evel ma c’hourc’hemen Jesus, map Mari ?

— Ia, pardonet em bije.

— Ha ma en divije bet va breur, er memes lochen, eur verc’h, ha ma en divije ar muntrer caset ar verc’h-ze gantha evit he dibri ive, ha pardonet en divije c’hoas ?

— Ia, pardonet em bije.

— Ha ma vije deut ar muntrer seis guech da ober ar memes torfet, ha pardonet en divije va breur seis guech dezhan ?

— Jesus, map Mari en deus pardonet d’ar vourrevien her stage oc’h ar groas ; pedet en deuz evitho ; maro eo evitho.... hag en em lakis da ziscleria dezho passion hor Zalver. Nebeut ha nebeut an dud gouez a dostea ouzin hag am silaoue eveziant.

Pa eanis da gomz, ar c’habiten a astennas var an douar he vantel croc’hen ours, hag a reas din azeza varnezhi en he gichen :

« Cleo, emezhan en eur zevel he vouez evel eun tamaller dirag eul lezvarn, cleo, eun den a jome en hon touez, a ioa map euz hor meuriad, hag a valee ive e guenoden Jesus crucifiet. Eun dervez ma edomp o chaseal er c’hoat, lod ama lod ahont, eo deut d’am lochen. N’em boa nemet eur verc’h, hag en deuz he lazet, caset he c’horf gantha hag he zebret. Seis maouez all en deus savet ha caset gantha d’ar c’hoat. An denvleiz en em guze en eun toul mengleuz ; var roudou ar goad omp bet hentchet beteg eno. Eno edo eskern hor merc’hed, anter grignet, hag en ho c’hichen he benn baz ruziet gand