Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/441

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 425 —

veuriad ; brezellourien meuriad al Logod o deus dilezet relijion Jesus, map Mari.

Marteze, eme ar missioner oc’h ober eur sell oc’h an ofiser, marteze n’oc’h eus sonjet morse petra dal eun ene, n’oc’h eus ket sonjet zoken petra dal hoc’h ene hoc’h unan ; mar oc’h eus sonjet e kementse, e tleit sonjal pe ger braz oue va glac’har. Pidi a ris gant calz a zaelou an indian da jench eun hevelep mennos ; clask a ris teneraat he galon, clask a riz ober aoun dezhan. Chom a rea mud, evel pa vije scornet ; n’oa doare ebet da zont abenn anezhan. Neuze e saviz em za hag e liviris dezhan dichek :

« — Cleo, te cabiten, ha c’hui oll a zo ama en dro din, clevit petra a lavar deoc’h ar vizach drouklivet : azezet oun bet var oaled meur a veuriad ; sachet em eus var ar c’horn butun gant ar pennou kenta e pep hini anezho, hag e pep leac’h em eus cavet brezellourien ha tud a galon.

E meuriad al Logod ne velan nemet merc’hed ; ar c’habiten hag he gamaradet a zo tud digalon. » Hag o veza torret eur zaezen e meur a bennad, e taoliz ar skiliou etre treid ar c’habiten.

D’ar c’homzou-ze e savas grosmol en dro din ; ar bouc’hilli a voue savet eit ear ; ar c’habiten a zavas sounn var he aelou, o chocat he vuzellou hag o c’hoeza ar gounnar dre he zifron.

— Arrow-Raï, emezhan (ar ger-ze oa he hano) a ra fae var gomzou dipituz ar sae zu. Ma ne vije ket bet speret an den guenn dalloc’h eget eur c’hoz, n’en divije ket lavaret a gomzou ken diskiant.

— Nan, an den guenn ne ket dall evel eur c’hoz, rak guelet a ra en deuz Arrow-Raï hag he veuriad dilezet relijion Jesus, map Mari, abalamour n’o doa ket a galon avoalc’h evit miret he c’hourc’hemennou.

— Cleo, eme an indian, ma en divije va breur