Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/440

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 424 —

ho gedal e kichen feunteun an Alek-Mors. Dioc’htu e voue guelet o tont, ne ket epken brezellourien, mes c’hoas tud coz ha merc’hed n’o doa ket marc’hatet evit ober meur a ugent leo a dreuz ar c’hoajou hag an toullou lagen, eleac’h ne gavent evit beva nemet eun aval egras bennag hag a ioa c’hoas rouez er mare-ze euz ar bloas. Dont a reant evit digas ho bugale da vadezi, evit cofez ha clevet comzou Doue gant cannad ar speret bras.

An dud keiz-ze a boke da vord va zae en eur vouela, a gofessee gant ar brasa glac’har d’ho fec’hejou, hag epad an oferen e canent canticou en ho iez gouez.

Guelet em oa meur a veuriad, gouzanvet em oa skuisder ha poan aleis, pa zigoueziz, e mis guengolo, var an douarou elec’h ma edo meuriad al Logod o chaseal. Daou vissioner a ioa bet kentoc’h o prezek dezho, ha sonjal a rea din e vijen digemeret gantho evel ma voan bet gant ho breudeur euz a veuriad ar c’had-vras. Pebez souezen ha pebez anken am boue pa veliz e tec’hent diouzin ! Epad meur a zevez ez is var ho lerc’h, a goat e coat, bete bord ar ster.

II

Pa velas va zud gouez ne allent mui tec’het em raog, e chomjont a za d’am digemeret. Ho fennou a ioa tenval. Caer am oa comz outho ne respontent ger din. Caer am boue mont da gaout ar c’habiten, n’em silaoue ket ; chom a rea en he za, harpet oc’h tronjen eur vezen, o sacha var he gorn butun ep ober van ebet. En em deleur a ris d’an daoulin, oc’h he bidi da lavaret din perag e rea din eun digemer ker poanius, me deut euz an tu all d’ar mor evit digas dezho ar c’helou mad. Erfin e lavaras :

— Ra ielo ar zae zu en dro da lochennou he