Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

nou pardaez araog ma vezont lavaret oll. Epad an amzer-ze, ofis an noz a vez canet gant solanite en ilis a zo azioc’h ar c’hraou, ha tud avoalc’h a vez eno evit carga dalc’h mad ar c’hraou hag an ilis a zioc’h.

Imach ar Mabic Jesus a vez benniget ha savet da ziskuez d’an dud. Neuze e zear e procession da aoter ar C’hinivelez. — Digouezet eno, an Avieler a gan an Aviel. Pa erruer gant ar c’homzou-ma : hag e c’hanaz he map hena, ar Mabic Jesus a vez laket var ar mean hen digemeras pa deuas var an douar ; d’ar c’homzou-all-ma : hag hen mailluras gant lianennou, an Avieler a laca eul lianen en dro d’ar Mabic Jesus ; erfin d’ar c’homzou-ma : hag hen lakeas da c’hourvez er manjouer, an Avieler a gas ar Mabic Jesus hag hen laca da c’hourvez en eur c’havellic var ar memes mean a zerviche da vanjouer ha var behini oa bet gourvezet Salver ar bed. — Goudeze ec’h echuer an Aviel, ha pa glever ar c’homzou-ma : n’oa ket a blas evitho en hostaliri, calonou an oll a vez evel mantret, hag e chomer eno pell ha sioul da zonjal ha da zellet oc’h ar bugel divin ; rak credi a rer he velet beo evel en nosvez ma c’hanaz eno evidomp.

————


Eur bugel o rei he galanna d’ar mabik Jesus.
————

Daoulinet dirak da graouik
Mabik Jesus, dit me innik,
Va feden ar galoneca,
Ha va mennoz al laouena.

Me fell din rei dit kalanna,
Dal ! etouez ar braoigou-ma,
Kemer an hini a gari,
A greis calon dit m’en roi.

Petra blich dit ? va madigou ?
Va zabren vras ? pe va c’hillou ?
Va marc’h iell pevar houarnet ?
Pe va renkennad soudardet ?

Marteze te a gavo guell
Va mein-pal pe va c’hornigel ;
Pe va bagig a voar neun flour
Vel eunn ouad var ar voas dour ?