Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/439

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 423 —

Diskuez a ris d’ar missioner an Indian-ze a ioa oc’h he heul hag e liviris dezhan :

— Hennez, credabl, a zo unan euz ho parresionis coz ?

— Ia, emezhan, en eur vusc’hoarzin ; ar c’hras am eus bet d’he c’hounit da Zoue, hag evit beza teo ar c’hroc’hen varnezhan, evel ma velit, e tal hirroc’h hirio eget aleiz a dud seven.

— Ha gouzout a rit-hu he vuez ?

— Ia, ha nebeut a dud gouez er c’hoajou a ve cavet da gonta divar ho fenn kement hag a zo divar benn hema.

— Contit din he vuez mar plich.

— Hen ober a rin gant plijadur, rak meur a vech em euz her great kentoc’h eget hirio.

Brema ez eus pemzek vloaz, aotrou Escob Quebec a c’hourc’hemennas din mont da rei mission d’ar C’hanada izel, eleac’h ar missioner a ioa eno hag a ioa maro gant an naoun hag an dienez e creiz ar c’hoajou. Mont a ris, gant eun den evit va ren adreuz ar c’hoajou-ze, leun a laginier, hag a zo an anter muioc’h a vro dindanho evit a zo dindan ar Frans oll. Ep dale e cafjomp toulladou Indianet christen ha n’o doa guelet beleg ebet tri pe bevar bloaz a ioa. Eno ec’h ellet lavaret oa braz eost an aotrou Doue, ha nebeut a eosterien.

Gouela a reant gant ar joa oc’h va guelet, hag e tiskuezent din ar chapeled ou hag ar metalennou a ioa stag oc’h ho gouzoug, hag o doa resevet digant ar sae zu.

Chom a dlien en ho zouez eun derveziou bennag evit cofez ha rei ar sacramanchou.

Kerkent an hini a ioa e penn an Indianet a gasaz a bep tu chaseerien da gemen da oll meuriad ar c’had-vras e voa eur mestr bizach drouklivet oc’h