Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/435

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 419 —

neuze ne ket braoc’h evit ar prenvet all. En denvalijen epken e lugern evel an tân.

— Evel tân ! Petra, ne ket tân eo ? Ma touchen outhan ne boazo ket ?

— Oh nan !

— Mad, guelomp ! Oh, ien eo. Setu aze eun dra avad, tân ha ne ket tân eo.

Ar potr a c’houlennas mil dra divar benn ar steredennig, hag ar vam a ancounac’hea eun nebeut he anken o velet plijadur he map. Hema o velet e timinue sclerijen he steredennic pa deue al loar da bara varnha, her c’hassas en eur c’horn tro e doug eun armel. Goudeze evit he lacat en eul leac’h c’hoas tenvaloc’h, e tigoras an armel goustadic, hag hen tolas enhi. Mes evel na lugerne nemeur he steredennig eno muioc’h evit araog, e scuizas o c’hoari ganthi evel ma scuiz ar vugale gant pep c’hoari, hag e teuas da c’houlen oc’h he vam he gas da gousket.

— Va map, red eo pidi Doue da genta, hag evit ma en devezo Doue truez ouzoc’h, red eo ive caout truez oc’h ar preon glaz-ze hag he lezel da vont kuit.

— Oh ! va mam, scuis oan gant ar preon glaz ; serret em eus varnezan evit he zerc’hel ac’hann da varc’hoas da noz. Great em eus dezan evel a rithu ive din-me pa em lakit e pinijen.

— Perik, pa vezit laket e pinijen, o pevez gret droug ; hag e c’houzoc’h avoalc’h ar preonic glaz-ze n’en deus gret droug ebet.

Mes Perik ne felle ket dezan senti. Ar vam a reas kementse poan dizi, hag a lavaraz en eur vouela :

— Va map, ho pet sonch ez eo marteze ar vech diveza ma ho pezo da zenti ouzin en ti-ma.

Perik neuze o velet daelou he vam, a lamas da boket dizi, a c’houlennas pardon hag he c’hassas da gaout an armel. Mes ar preon a voa eat e goask