Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/431

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 415 —

Ar bleiz a bleg he benn eun eil guech.

— P’eo guir ec’h assantez senti, eme ar zant, me a c’hourc’hemen dit, en hano Jesus-Christ da vestr ha va hini, deus ganhen e kær. Hag ar bleis varlerc’h Sant Fransez evel eur c’hi carantezus. Ar c’helou-ze a ieas buan dre gær : Erru ar bleis gant Fransez ! erru ar bleis gant ar zant ! Al loen gouez deut da veza dôn ! An oll en em zestum evit guelet ar burzud. Beac’h o deuz o cridi d’ho daoulagad.

Neuze Sant Fransez a zao var eur mean, hag en eur ziskuez ar bleis gourvezet ehars he dreid, e lavar, en eur scuilla daelou : « Pec’herien, va bugale gez, mar en deuz al loen-ma great kement a aoun deoc’h, mar oc’h eus crenet kement o velet he c’hinou digor hag he skilfou, pebez aoun na dleit-hu ket da gaout rag an ifern, rag an droug-speret, al loen-ze mil guech feroc’h eget hema, a so ato digor he c’hinou evit lonca ar re a ra an droug ? Ah ! distroit oc’h Doue ha grit pinijen. Guelit ar bleis-ma : prometet en deus din ne dago mui nag ar chatal, nag an chas, nag an dud. C’hui ive, mar doc’h va mignonet, roit dezhan he vevans. Lavarit din, hag hen ober a reot-hu ?

An oll a lavar a eur vouez : ia, ia, ni her bevo !

Clevet a rez, eme ar zant d’ar bleiz, an dud-ma a asant ganez. Setu an accord great ; mes red eo eun herres bennag. Evit tonka, digas da bao em dorn !

Ar bleiz a zao dioc’h-tu, ha ker sentuz ha tra, a ia da lacat he bao e dorn an den Doue. An oll a vouele gant laouenedigez, hag ar bleis a vije lavaret a gemere perz e laouenedigez an dud.

Ar bleiz-ze a vevas daou vloaz er c’his-se, o vale dre gær, o vont euz an eil dor d’eben da glasc he dam. An oll bras ha bihan, a rea stad anezhan. Dor