Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/430

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 414 —

jent e dillad ho mam, hag ar vam ne voa nemeur dinec’hoc’h eget ar vugale. An dud vras zoken a grene pa veze red dezho mont pell dioc’h an ti.

Sant Fransez, o velet kementse, a falvezas dezhan tenna ar strafuil-ze divar dud ar c’harter. Mont a ra da glask ar bleis. D’he heul ez a eur vanden dud euz ar re grea ha disponta, ha gantho oll pep a venvek mad en ho dorn ; c’hoaz e choment pell var lerc’h ar zant hag e crenent. Ep dale e clever al loen gouez o loskel eur iudaden skiltruz, hag o tont a lamou etrezeg ar re a iea d’he glasc, digor he c’hinou gantha o tiskuez diou renkat skilfou hir ha lem, ha daoulagad ruz evel daou guef tan. Iudal a rea evel eul loen criz ha counnaret ma zoa. Kement a ioa eat da heul Sant Fransez a gemeraz oll an tec’h. An den Doue epken a ia etrezeg ar bleiz, en eur bidi, a zao he zorn hag a ra sin ar groas. O velet ar vreac’h-ze savet d’he vennigen, o clevet mouez ar zant, ar bleiz a zerr he c’hinou, hag a deu reiz, sioul ha sentus da c’hourvez ec’harz he dreit evel eur c’hi pe eun danvad.

Neuze ar zant a lavaras d’al loen fero : « Cleo, va breur bleis, gouzout a rez ec’h eus great torfejou ep niver. Loenet ep niver, crouadurien an aotrou Doue ac’h eus lazet, draillet, dispennet, tud zoken, hag hi great dioc’h imach da grouer, ac’h eus gouliet ha lonket. Ne dlefe beza nemet ar maro evidout. Mad ! me da bardon, hag a ia da lacat ar peoc’h etre an dud ac’hann ha te. Iviziken ne ri droug ebet dezho na d’ho loenet, hag an dud-ma hag ho chas ne redint mui var da lerc’h. Otreal a ri-te ober ar peoc’h evelse ? »

Ar bleiz a blegaz he benn evit diskuez ec’h asante.

— Mar grez ar pez a lavaran dit, e vezo roet da vouet dit bemdez.