Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

Mes evit noz Nedelec e Bethlehem, ne aller ket lavaret pe ger caer eo. Pa vezer eno, e ranker chom sebezet da zonjal, da zellet, da danva eun dra bennag eus ar pez a dremen. Cridi a rer guelet ar batriarched hag ar re goz euz a amzer Jesus-Christ ; c’hoant a ve da c’houlen digantho petra so c’hoarvezet ; peleac’h ema ar c’hrouadur a glascont.

Noz Nedelec zo caer e pep leac’h en Ilis catholic ; mes ne deo caer nemet dre ma clasker eur skeuden bennag euz a Vethlehem, Ar zonch a ia da graou Bethlehem, hag e creder guelet ar Bugel Jesus, ar Verc’hez, Sant Joseph, ar Bastoret, Rouanet bro Sao-Heol. Mes pa vezer e Bethlehem, e caver e guirionez ar pez a glasker e lec’h all. Ne velit eno evit guir nemet eur c’hraouic hag a so eun toul en douar, izel, striz, eleac’h m’eus beac’h o caout an halan pa en em stard an dud enha ; mes bez’e maoc’h eno e craou Jesus-Christ. Ar vein a zo eno a gavit ien evel ar vein all pa bokit dezo ; mes ar Bugel divin so bet var ar vein-ze. Unan so huel, ha var hennez e voue Jesus pa c’hanas : eun all so izeloc’h, ha var hennez e voue laket gant he Vam santel goude m’e doa he vailluret. Hennez oa a zervichas dezan da gavel. Goudeze en em gavit var ar vein var bere oa azezet Mari ha Joseph o sellet oc’h ar bugel mailluret. Ne de ket christenien catholic epken eo a gavit eno oc’h enori Jesus hag he vam, mes c’hoas Russianet, Grecianet, Armenianet. Bete Turket zoken a deu di, rag ar re-ma ive a gar Mari, a zigas ho bugale da ginnig da Vari, ha kementse abalamour ma zeo mam ha guerc’hez.

Da anternoz e vez an oferen genta, ha goudeze e vez eno kement a oferennou, ma vez bloavechen-