Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/429

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 413 —

— Ia, eme an hini coz, an hini a laboure var an arc’hantiri, o clasc dont pinvidic re vuan, en deus gret a vrema c’huec’h bankerout, hag a varvo, emichans, er galeou. Danvez he c’hreg en deus teuzet ; greg ha bugale a c’hlaouro gant an naoun, goude c’hoas coll ho enor. — Ar peinter so maro en eun hospital, goude beza distrujet he iec’het o clasc plijadurezou. — Ar breizad en deus great ar pez a c’houlenne, eat eo da gaout he dud, hag e vef en he blijadur en ho zouez.

An hini coz a iea kuit var gemense. Fallout a reas dinhe zerc’hel ha gouzout diouthan piou oa hag a beleac’h. — Petra ra ze deoc’h, emezan, me zo a bep leac’h hag a bep bro, ha va hano so ar skiant vad.

Ober mad er stad m’en em gaver, ep clasc sevel dreist he genseurt, eo ep mar ebet, ar guir hent da gemeret evit beza eurus.

————


Sant Fransez hag ar Bleiz a Eugubio.
————

Sant Fransez, an den-ze kel leun a garantez Doue hag a garantez an nessa, a entente, ervez an dud euz he amzer, iez al labouset hag al loenet all, hag a gomze ouz an oll grouadurien evel ma comz an dud etrezho. Epad ma edo o chom e kær Gubbio, e tigouezaz eur bleis da deleur ar spont hag ar strafuil dre ar vro. Ar bleis-ze a ioa eur pez loen, eul loen criz ha counnaret. Sailla a rea var ar chatal ha var an dud. Ar vugale ne gredent mui mont er meaz euz ho ziez da ober ho c’hoariou, nemet crog e vi-