Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/428

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 412 —

Ieu evel eur c’hlasker e vezi, eme an hini coz, mes morse ne vezi na iac’h nag eürus.

An trede den iaouanc a voa eus a Vreiz. — Ha te, breizad, eme an hini coz o trei outhan, petra c’heus-te sonj da veza ?

— Me, emezan, zo carrer, hag oun deut ama evit deski beza calvez mad. Sonch am eus da vont goudeze d’am bro eleac’h m’am bezo sourci eus vac’herent en ho c’hozni. Mar demezan, e savin va bugale evel m’oun bet savet gant va zad ha va mam, da lavaret eo, evel guir gristenien, evel ma ra pep guir Vreton.

— Hag an danvez, ne zonjez ket enho, eme an den coz ?

— Va zad ha va mam so eürus avoalc’h, ha gouscoude n’o deus ket cals a zanvez.

— Hag ar plijadurezou ?

— Oh ! ne ket plijadur a vanc e Breiz. E compagnunez va zad ha va mam, va fried ha va bugale, m’am bez anezo, me a gavo plijadur avoalc’h.

— Mad, eme an hini coz, mad, va map, deus ama, ma pokin dit, deus ganen hag e zan d’as cas da di guella calvez so e kær. Eur mignon din eo, hag hen lakin d’as kemeret. — Hag ez eas er mæz gant ar breiziat ep sellet zoken oc’h an daou all.

Ar re-ma a lavare entrezo : bah ! eun diodig iaouanc hag eur ravoder coz. Hag e zejont o daou da gousket en eur c’hoarzin, hag epad an noz e vouent oc’h ureal, unan en danvez hag egile er blijadur.

An hini en deus scrivet an dra-ma a lavar e velas divezatoc’h an hini coz hag e c’houlennas diganta hag hen a vouie petra oa deut da veza an tri den iaouanc-se ?