Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/427

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 411 —

he zaoulagad soublet etrezeg an aolet. An den-se a voa pell a voa en hostaliri, ha ne rea bemdez nemet mont ha dont hag evessat oc’h kement a dremene. Ato e teue da azeza er memes plas, ha ne lavaras germui.

— Petra livirit-hu ta, pot-coz, eme an den iaouanc ?

— Me lavar ne vezi netra, eme an den coz ; ha neuze e plegas he benn, ha ne lavaras ger mui.

Eun all eus an tri den iaouanc a gemeras neuze ar goms, hag a lavaras :

— Guir avoalc’h a lavar an hini coz, rag pa binvidica unan, eo red d’eun all paourât, abalamour ne ell ket an oll beza pinvidic. Evelse evidon-me ne dan ket da glasc danvez, mes ar blijadur. Plijadur so evit an oll ; ar blijadur a gresc dre an niver eus ar re her c’hlasc. — Me zo eus a gostez Tours. hag eno e caver plijadur e pep leac’h, e kær, var ar mæz ; o lenn, o cozeal ; en nosveziou, er bankejou, e peg giz. Va c’herent o deus va desket da veza kere, mes n’em eus afer ken eus ar vicher-se. Eur vicher vrao en deün, eleac’h ma renker beza daou bleget azalec pemp heur dioc’h ar mintin beteg unneg heur dioc’h an noz ! Peinta a ouzon, hag ez an da beinter. Mont a rin eus an eil kær d’eben hag eus an eil bourgaden d’eben evit peinta a bep seurt traou, hag e pep leac’h e vezin digemeret mad hag em bezo plijadur.

— Ia, pa labourer mad, eme an den coz gant he vouez c’hroz.

— Bah ! eme an den iaouanc, labourat a rer ato eun dra benag, ato e caver eun dra benag da beinta. Ne zemezin ket evit n’am bo na greg na bugale da vaga, hag e vevin iac’h evel eur pesc hag eürus evel eur roue.