Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/426

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 410 —

gær vras-se. He hostiz a voa eur c’holonel coz bet o redet bro gant an Impalaer Napoleon kenta.

En davarn-se oa tud a bep oad hag a bep corn a Frans. Boaz oant d’en em zestum dioc’h an noz en eur zal-vraz, hag eno pephini a rea hag a gomze evel ma care. Lod skuiz gant ho dervez, a azeze e cadoriou da eana ; lod all a rea ho foursach abenn antro noz ; darn a gomze eus an traou caer o devoa guelet ; darn all eus ar c’heleier o devoa bet eus ar gær. En eur ger, pephini a rea he afer guella ma c’helle. — En eur c’horn eus ar zal oa tri den iaouanc nevez deut eus ho bro, hag a gomze eus an amzer da zont, eus ar pez o doa sonch da ober. Tri ganfart oant, iac’h ha cre, hag oa menec gantho da choas ho micher.

Evidon-me, a lavare unan anezo, eur potr drant eus a gostez ar c’hreis deiz, evidon-me so great va zonch. Napoleon so coezet, ha ne zervich mui clasc henor. Ma vije chomet an Impalaer, em bije clasket dont da veza eun den a vrezel, brema e fell din destum danvez, hag e rin ; rag an hini en deus c’hoant ha penn, a rai ato ar pez a garo. Me zalc’ho da labourat var an arc’hantiri ken na vouezin mad kement a reer e Paris var ar vicher-se. Neuze e verzin va zi hag an tamig douar o deus lezet va zud ganen, hag en em lakin da verza arc’hantiri. A stal a vo dister da genta ; mes bah ! eun den eveldon-me a gavo da choas etouez ar merc’hed pinvidic. Dimisi a rin, ha souden e vin pinvidic ha, claoustre, e renc an deputeet abars nebeut amzer.

— Ne vizi morse netra den iaouanc fougeer, eme eur vouez groz ha difreaz a deue eus eur c’horn eus ar zal.

Trei a rejomp hor penn, hag e veljomp eun den coz hir he varo, eur vantel vrun en dro dezan, hag