Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/421

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 405 —


Eul Lean coz oc’h ober tro’r bed.
————
I

Eul lean en doa tremenet antercant vloaz er goueleac’h oc’h ober pinijen. Eno he vuez a voa bet henvel oc’h hini an Ælez ; pidi Doue, gouzaon poan evit Doue, plijout da Zoue, n’oa bet ken en he zonch. Gouscoude pe ger santel bennag ma voa, ez oa eun dra hag a rea diaez dezhan ; ne gave netra dioc’h he veno, dioc’h he zoare ; eur fazi bennag a gave e pep tra. Lavaret a rea evel al labourer ma comz ar fablenner anezhan : « E petra eta e sonje an Aotrou Doue, lacat ar citrouillez oc’h treid ken dister hag ar mez oc’h guez braz evel ma zeo an dero ? »

Er zonch-ze, setu-hen eun dervez hag oc’h en em lacat en hent evit mont da velet hag hen a gafje er bed eun dra bennag great gant muioc’h a furnez evit ar pez en doa guelet bete neuze. Ne voa ket eat a bell n’en em gavas nec’het ; ne vouie ket pe hent da gemeret. Hogen o tremen ebiou da eur roc’hel vras, e cavaz eun den iaouanc gourvezet eno. Goulen a reaz digantha he hent, en eur lavaret en doa c’hoant da velet ar bed.

— Sell, eme an den iaouanc en eur zevel en he za, c’hui ra ive-ta eveldonme ? Me ia ive da velet ar bed. Mad, deomp eta hon daou kevret. Eun diot coz hag eun diot iaouanc, ne oufet ket caout guelloc’h da vont da ober tro’r bed.

Al lean coz a grizas he fri o clevet an den iaouanc o lavaret oant daou zen diot, gouscoude ne lavaras