Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —


Noz Nedelek e Bethlehem.
————

Bethlehem ! ar guæric e pehini eo ganet Jesus-Christ ! nag a draou ne lavar ket ar ger-ze epken da galon eur c’hristen ! E Bethlehem ez eus var dro pemp mil den, hag an anter gre anezho so christenien catholic. An dud-ze so fouge enho da veza euz a Vethlehem, hag a dra zur, ne deo ket ep abeg, p’eo guir ec’h ellont lavaret ez int kenvroiz Salver ar bed.

Ne oufe den lavaret pegement a blijadur a vez eno o velet noz Nedelec o tont. An noz-ze a garont dreist pep tra. En ho goad ema ar garantez-ze, ha mont a ra euz an eil rum d’egile ep ean ebet. Ho guelet a rer goazed ha merc’hed, coz ha iaouanc, bemdez bemdez el leac’h m’eo ganet Jesus, o poket d’ar vein o deus touchet oc’h he izili sacr. Evit kementse tud Bethlehem n’ho deus ket ar vez-ze, galvet respet humen, pehini a vir aliez e leac’h all oc’h meur a gristen da ziskuez ar sonjou a vez en ho c’halon. Ama evit guir emaint etouez an Durked hag ar Grecianet pere ive a heul pephini he relijion ep ober van euz ar pez a oufet da lavaret ; mes e guirionez, ar gristenien catholic n’o deus ket ive a aoun o tiscuez e caront craou Map Doue. Ar c’hraou-ze so dalc’het neat ha digatar, beteg ar vein a so enhan flour evel eun daol ar vraoa. Ar goulaou a zalc’her eno zo ar brassa evez evitho ; morse ne gafet diverachou dindanho.