Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/417

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 401 —

unan. Caout a reas christenien vad da rei repu dezhan. Eno e clevaz e tlie an impalaer mont antronos d’an oferen d’an ilis catedral. Ar manac’h a zavas mintin mad, a ieas d’ar gatedral, hag o veza gallet mont beteg an tron preparet evit ar prins, e lakeaz al lizer varnezhan en hevelep doare ma vije ar c’henta tra a velje an impalaer pa zaje da zaoulina. Neuze en em dennaz e touez an dud, el leac’h ma c’helje guelet an impalaer pa deuje d’he dron.

Breur Ian pa en doa guelet al lizer etre daouarn ar prins, pa en doa guelet pe ger strafuillet e voa ha pebez liou a deue var he zrem o lenn ar geriou kenta, ne chomas ket da c’hedal hirroc’h. Dont a reas sioul euz an iliz hag en em lakeaz adarre en hent da vont varzu Rom. Digouezout a reas torret gant ar skuisder, mes iac’h ha gren. Discleria a reas d’ar Pap penauz en doa great he gannad, ha goude beza resevet he vennoz digant an Tad Santel ez eaz adarre d’he gouent a Berouz da voalc’hi ar scudellou ha da gempen legumach. Beva a reas coz braz hag e varvaz evel eur zant.

Evit doare lizer ar Pap a lakeaz an impalaer da zonjal a zevri ha da zont eun nebeut enhan he unan. Aoun en devoue rag an anaouen, ha ma na zistroas ket tre oc’h Doue, mar greas c’hoaz eun drouk bennak, da viana ne goezas ket e ker bras torfejou ; respeti a reas muioc’h an iliz hag ar relijion, ha ne voue mui ker criz oc’h he sujidi.

————