Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/413

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 397 —

Setu ama eun abaden avad, eme ar manac’h en eur gregi en he zivesker an eil goude eben gant he zaou zorn evit ho lacat da vont var araog. En doare-ma ne zigouezin biken, ha gouscoude emaoun tost brema.

N’edo ket neuze ouspen tregont leo dioc’h Vien.

Red e voue dezhan clask adarre eun ti bennag eleac’h ma cafje bouet d’en em great ha ma c’helje en em ziskuiza eun dervez pe zaou. Guelet a ra a dost d’an hent eun tiik guen ha coant, eun tamik liorz en dro dezhan.

— Aze, eme ar manac’h, e tle beza tud en ho eaz o chom, dioc’h guelet pe ger brao eo an ti ; hogen re vihan eo evit ma ve maner eun aotrou bras.

En em drompla a rea breur Ian en dro-ma ; an ti, evit guir n’oa ket eur maner braz, da eun Aotrou braz e voa avad, eun tamik prins euz an Allmagn en doa savet an ti-ze eno e creis douarou gouez evit gallout kemeret he ebat eno, pa deue di da chaseal gant he gamaraded. Ne voa o chom en ti coant-ze nemet eur gardian, eun den coz hag he c’hreg, carget gant an Aotrou da zioual an ti ha d’he zelc’her e ratre evit ma c’helje ar perc’hen dont di pa garje.

Ar gardian a reas digemer mad d’ar manac’h, hag a reas dezhan guella ma c’helle. He loja a reaz en eur sanail azioc’h ar marchosi, hag e roe dezhan peadra da zibri ha da efa Breur Ian a dremenaz eno tri dervez, o tiskuiza, o louzaoui he dreid, hag o kemeret nerz evit mont adarre en hent. Bemdez gouscoude e rea eur gamed bennak da velet hag hen a c’helje bale. Siouas poan en devoa, hag e lavare outhan he unan :

— Ma’m bije bet ama an azen griz a zo duhont em c’houent, ne vijen ket bet ken nec’het-ma ! Doue

23