Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/412

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 396 —

— Varc’hoaz or bezo eun tam ebat gant ar penn touz-ze hag e clevimp ganthan evit petra ema o veachi evelen.

Breur Ian a reaz eur c’housk mad, hag a zihunaz e creiz an noz ; hag e lavare outhan he unan : penauz en em dennin-me a dre daouarn ar re-ma ? Ama ne c’hellin ket en em denna o lavaret, evel am eus great d’am forban duze, e teuan eus va c’houent, hag e zan d’ar gouent tosta eus va urs. Ma zafen kuit ep lavaret kenavezo da zen ?

Var gementse cannad ar Pab a zao ; hogen tenval oa, hag hen ne vouie doare ebet. En em lacat a ra da grabanata da glask eun digor bennag. Caout a ra ar prenest ha ne voue ket pell evit he zigeri ha disken er pors. Mes mont euz ar pors-ze oa ar c’hoari, rag eur voger huel a ioa en dro dezhan. Sonjal mont dre an doriou a ioa coll he amzer. Pa edo o clask cripat oc’h ar voger, setu eur picol ki o tont en eur harzal.

— Setu me discuillet, eme ar manac’h, ma na c’hellan ket ober d’al loen-ma tevel ; hogen ar Pab en deus lavaret din en em zervichout a armou, mar bije izom ; me laca ema ar mare d’hen ober.

Gortoz a ra ar c’hi da dostaat, ha pa voa deut var hed taol baz, e tistag eur geuneudennad ganthan var he scouarn, hag hen asten eno he bevar ivin en ear. Neuze en devoue amzer ar pez a gare da zevel dreist ar voger, hag abenn eur pennadik goude edo var ar frank, hag en em lakea da lavaret he beden dioc’h ar mintin.

Bale a reas neuze epad eun eis dervez bennag ep ma tigouezas darvout ebet ganthan, da viana a gement a dalfe ar boan comz anezho ; he zivesker avad a ioa eat ker skuis, ma na c’helle mui teleur an eil troad araog egile.