Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/411

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 395 —

ze. Kemeret a reas gouscoude ar veren, hag e zeas da gaout an escob en eur lavaret :

— Aotrou Escop, bennigit, mar plich, an efach-ma evit ma rai muioc’h a vad d’ho servicher.

Otto n’en doa ket a c’hoant da vennigen ar verennad efach-ze ; ar manac’h avad a lavaraz en he urs ne zebrent ha ne efent netra ken na vije bet benniget, ha setu an Escop oc’h ober sin ar groaz a zioc’h ar veren.

Neuze breur Ian a dro oc’h unan euz ar floc’het a ioa a dre he vestr, hag a lavar dezhan :

— Casit, me ho ped, an dra-ze d’ar pinsin er chapel ; ar vreudeur a urs sant Fransez a zo difennet outho efa dour benniget.

— Eun den out ! eun den out ! eme an escop, o stracal he zaouarn. Ahanta, baron, cavet ec’h eus da zen ! hag an oll ganfardet da ober eun tam jolori en henor d’ar manac’h.

Guelomp, a lavaras neuze Otto, ha ne vezo ket cavet en ti guin hag en defe creoc’h liou, hag eun tam bennag evit terri naoun an den-ma, hag e reas servicha eul lein vad da gannad ar Pap.

Epad ma tebre he bred, an Escop hag he dostennerien a reas meur a c’houlen outhan. Hogen breur Ian n’en doa nemeur a choant da rei da anaout piou oa, ha ne responte nemet nebeuta ma c’helle.

A hent all diskuez a rea beza ker scuis, ma coeze he benn diganthan divar greis dibri eur c’hinaouat bennag. E guirionez great en doa an derc’hent daouzek leo couls lavaret diarc’hen, rag he zoliou a ioa uzet. Ne livirin ket, evel ma lavare lod, e voa uzet he dreid bete pennou he zaoulin, kignet oant avad ha tanet oll.

O velet-ze an aotronez a lakeas cas ar manac’h da gousket da eun toul cambr a scoe var ar porz, hag e lavarent etrezho :