Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/410

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 394 —

maner an Escop Otto. Pa voue guelet ar manac’h o tostaat, an otronez a ioa en dro da Otto evel eun toullad kelien en dro da eur frouezen meür, a zavaz, hag unan euz ar ganfarded, eur baron iaouang, a lavaraz :

— Sell, sell ! eur manac’h kesteur ! Claoustre, otrou escob, eo ho keginer hag ho tiscarger guin eo a glask !

— Oh, baron, eme Otto, list-hen da zont, labour en devezo mar fell dezhan rinsa va c’hegin ha dizec’ha va c’hao !

— Ia, ia, aotrou escop, mes ar guin guen euz ar Rhin oc’h euz aze a zo re c’hoeg evit eur c’houzouk boaz da gana Matinezou ; eur banne dour scler a iafe guelloc’h ganthan ; list ac’hanon, ha me ia da denna eun taoliat d’ar goas-ze.

— Guelomp pebez taoliat a dennot dezhan ; me garfe ervad caout eun tamig ebat.

Ar baron a gemeraz eur voutail c’houllou, he c’hargaz a zour, hag he stancaz evel pa vije guin cos.

Hogen breur Ian a dostee, hag o clevet ar jolori a ioa gantan aotronez, a c’houie ervad o doa sonch da c’hoari eur goal dro bennag dezhan. Tostaat a ra, he vonet ganthan en he zorn, hag e zea da stouet dirag an escop ; mes ar baron en doa re a brez, hag a lavar dezhan :

— Vabreur, gortozit ; dioc’h ho kuelet eo anat avoalc’h oc’h skuiz ha dare gant ar zec’het. Setu ama guin euz ar Rhin, guin euz ar guella ; efit eur banne euz ar guin-ma, goude-ze e leverot deomp ho kevridiou da c’hortoz ho lein.

Ar baron a grog er voutail, a glask eur veren kement hag eur scudel, hag a ziscarg ar voutaillad abez enhi.

Hogen breur Ian, pa edo er bed, en doa efet guin ar Rhin meur a vech, hag a vouie ervad ar pez a ginniget dezhan n’en doa na liou na c’hoez ar guin--