Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

Ama ive an daou vartolod a responte an oferen, en em lakeaz ive da gana eun Nouel gant eur vouez hac a lakea ar mor da dregarni a bell. Hogen sonjit pebez taol a scoaz em c’halon pa ho c’hleviz o cana evelen :

Silaouit eun Noel, pe eun nevezinti,
A ro eur sujet bras deomp d’en em gonsoli,
Ar c’hinivelez eo euz hon Redemptor ker,
A zo deut er bed-ma evit clask ar pec’her.

An daou vartolod a ioa euz a Vreiz-Izel, hag a gane, var ar mor ruz, an Nouel-ze ken anavezet en ho bro.

Me ive am oa clevet meur a vech cana an Nouel-ze ; hogen biscoas n’en doa scoet va c’halon evel ma reas neuze ; mont a riz, evit doare, er meaz ac’hanon va unan, rak ne vouezis mui petra dremenaz er rest euz an oferen, na penauz ec’h echuas. Sonch am euz epken e skuillis cals daelou, hag e voa deut ar zonch-ma em speret : brema ema va mam o pidi evidon, ha ne voar ket ema he map trivac’h cant leo diouthi, var ar mor bras o tistrei d’he vro, hag her guelo kentoc’h eget na esper. Ar Verc’hez santel e deus kemeret soursi anezhan, hag hen digas d’ar gaer iac’h ha seder.

Pa deuiz enhon va unan ez oa daou vartolod em c’hichen o sec’ha va daelou, an daou vartolod o doa canet an Nouel. Lamet a ris gantho d’ho briata ha da boket dezho, rak biscoaz em buez, ha credabl eo hag e vefen coz, morse netra ne roi d’am c’halon eur blijadur ken dudius, ker c’hoeg evel an hini a zantiz o clevet cana an Nouel-ze dirag an Aoter var al lestr-tan e creiz ar mor bras.

Nag hen a zo caer ha dudius kanaouennou Breiz-Izel pa vezont clevet pell dioc’h ar gaer !

————