Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/406

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 390 —

— Eo, eul leo ac’hann ez euz eul leac’h hag eno eo ledan ar ster, ha ne deo don nemet er c’hreiz ; ar re avad ne ouzont ket neun mad a zo danjerus dezho treuzi ar ster eno zoken, rag an dour zo tis varnezhan.

— Hag e peleac’h, ha penauz e cavin-me an treiz-ze ?

— N’oc’h eus nemet heuilla ar ster ken na velot diou vezen vraz a onn a zo tostik d’an dour, ha n’eus ket ouspen dek troatad etrezho ho diou.

Dirag an diou vezen-ze eo deoc’h treuzi.

Ho trugarecat, va den mad. Ha breur Ian adarre en hent. Pa en doa baleet var dro eun heur, e velaz an diou vezen onn a ioa lavaret dezhan.

Hogen e kichen ar guez e velaz eun dra ha ne blije nemeur dezhan. Eur picol den a ioa eno, harpet he gein ganthan oc’h tronjen unan euz an diou vezen.

Edo eno o sellet oc’h an dour, hag o spura canol eur fuzil. Eun den treud ha seac’h oa, he zillad a billennou en dro dezhan, eur pennad bleo henvel oc’h eur voden vrug, hag eur varo henvel oc’h baro eur bouc’h. Ne c’helle beza nemet eur forban, ha breur Ian en divije caret pellaat diouthan eleac’h tostaat. Hogen re zivezad edo. Ar forban en doa clevet trouz he voutou, pe he dreid, rak n’oa gant ar manac’h nemet soliou. Sevel a reaz evel eun tenn en he za, dont a reaz da gaout breur Ian, hag e crogaz en he gollierou en eur lavaret :

— A beleac’h e teuez-te, manac’hik ?

— Eus va c’houent a zo eur pennad ac’hann.

— Ha da beleac’h e zez ?

— D’ar gouent tosta eus va urz a zo aze en tu all.

— En em gavet mad out, brema e raimp hent hon daou evel daou vignon, ha neuze ne greden ket mont en tu all, ha te am zicouro.