Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/405

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 389 —

peoc’h, ma en doa diou c’har vad, ma c’helle pidi kement ha ma care hed an deiz, en em gave euruz, ha n’en divije ket troclet he gabuchon oc’h tok ruz eur C’hardinal.

Pa voa digouezet var douar an Allmagn, ar beacher a velas ne voa nemet re vir ar pez a lavaret euz a grisderi hag a fallagriez an impalaer. Ne gave mui eur gouent da rei lojeis dezhan, mui a ilizou eleac’h ma Veljet tud o pidi hag o cana meuleudiou an Aotrou Doue, mui a geriadennou hag a diez coant var bord an hentchou. Ne velet e pep leac’h nemet douarou difrost, tiez o coeza en ho foull, gouelec’hiou, bandennou claskerien bara ha bandennou laeron.

— Hum, eme ar breur Ian, on Tad santel en deus lavaret din e c’heljen en em zervichout a armou, mar bije izom ; ama, var a velan, eur benvek bennak d’em em zifen ne ve ket a re. Hag hen o troc’ha eur picol penn baz dero, hag en em harpe var ar vaz-ze o c’hortos ma raje guelloc’h ganthi.

Etre daou setu eur ster o tigouezout var he hent, hag o viret outhan da vont larcoc’h, Evel ne vele na pont na bag, e voa nec’het. Caout a ra eur c’houeriad o tioual eun dousen denved treud, hag e za da c’houlen outhan ha ne voa moien ebet da dreuzi ar ster.

— Bez’ ez euz, eme ar mesaer, eur pont mean, unan a zoare ; pemzek leo avad ema ac’han. Evit bak ne dal ket ar boan deoc’h clask, rak n’eus ket.

Al laeron o deus great kement a voal droiou d’ar vageerien, o deuz ho bazatet ken alies, ma zeo eat ar re-ma lod anezho ive da laeron, ha lod all a zo tec’het kuit.

— Ha n’eus ket, eme ar manac’h, eul leac’h bennag hag e c’helfet enhan treuzi ar ster ep bak ?