Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/401

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 385 —


CANNAD AR PAP.
————
I

Er pevarzecvet cantved ez oa eun impalaer euz an Allmagn hag a ioa fallacra den ha goasa prins a ouesiet da velet. Eleac’h touza he zenved, evel eur pastor, ho c’higne. Noblans, bourc’hizien, coueriadet, oll e cave an tu d’ho mac’ha ha da aloubi ho zra. An dud a ilis dreist oll a ioa goasket ganthan. An deog a leveou an ilizou, kercoulz hag an aluzennou a dlie servichout da vaga ar beorien, a ioa scrabet ganthan ha dispignet en dizurs gant he aclepoted.

Ar prins dizoue-ze a ieas beteg henvel Eskibien, abaded, personed euz he benn he unan, hag ec’h hanve, na petra-ta, tud digoustians, ep goueziegez na buez vad. Sevel a rea clem en he enep a bep tu, hag ar c’hlemmou-ze a ieas bete Rom. Ar Pap a gasas d’an impalaer eur c’hannad gant eul lizer eleac’h ma roe aliou dezhan euz ar re vella, evel eun tad o tistrei he vap dioc’h an drouk ; hogen ar c’hannad a voue beuzet o tremen eur ster, hag al lizer a voue collet. Eun eil cannad a voue lazet pa voa digouezet en anter hent, hag eo ar prins, a leverer, eo en doa laket he laza. Erfin eun trede cannad a fallgalonaz, hag o veza eat bete palez an impalaer, ne gredas ket mont beteg enhan na diskuez al liziri a ioa ganthan. N’oa ket brao ken nebeut rei liziri evelse d’ar prins-ze.

Ar Pap gouscoude a felle dezhan rei he vouez da glevet d’ar map prodik-ze. Gelver a reas pevar Gar-

22