Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/400

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 384 —

var ar ganiprik-ze a veac’h ledan avoalc’h din da lacat va fenn enha. N’eus fors, staga a riz eur penn euz an deoa hag hirra corden a ioa eno, hag e loskiz ar penn all da vont a zistribil d’an douar ; an deiz a dostea, ha n’em boa ket a amzer da goll.

Setu me ta oc’h ober sin ar groaz, hag abouez poan avoalc’h oc’h en em denna er meas dre an toul prenest. Neuze abouez ar gorden e tiskennis guella ma c’hellis. Ia, mes an hini vez o clask tec’het a vez ato ber dioc’h eur penn bennak. Mes gave din oa hir va c’horden, ha pa errujon en he beg, edon c’hoas da nebeuta pemzek troatad dioc’h an douar.

Penaus da ober ? N’em oa ket da choas, rak n’oan ket goest da bignat en dro. En em loskel a riz eta da goeza, mes eun trouz a riz goest da zihuna tud varo.

A drugare Doue, n’em oa torret ezel ebet.

— Piou zo aze ? a griaz eur zoudard a ioa e gard tost eno, hag her c’hleviz o c’hervel ar zoudarded all, hag eur voulet a sutaz o vont ebiou d’am discouarn.

Me, e c’hellit cridi ne jomen ket da c’hortoz. Ober a riz an dro da di Penmarc’h hag eb dale ne gleven mui ar botred c’hlas. Digouezout a riz e Tinteniac ep droug ebet.

— Mad, eme an aotrou Boasier, aoun em oa na vijes lazet, Craban-Dir.

— Oh ! list-hi, tad ar victor, eme ve.

— Ha da bavillon ?

— Ema oc’h beg an tour.

— Eun den out, Craban-Dir.

Da nav heur, en dervez-ze, ar re c’hlaz a ioa paket etre soudardet Bonchamps ha re tadig ar victor, ha me hen assur deoc’h ne deas ket calz anezho da gas ho c’helou d’ar gær.