Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

pont dirag an Aoter, cabiten, ofiserien, martolodet, oll en ho brao, hag ive an oll veachourien ha tremenidi, paour ha pinvidik. An oll a ioa stouet dirag an aoter o pidi.

Al lestr coant ha kempennet a zoare, a neue var ar mor evel eur sign, dispag he ziouaskel ganthan, me lavar dispag he voueliou guenn, hag he chiminal o loskel bouilladou moged gris.

Ar mor a ioa didrous, sioul ; menez Sinaï dirazomp : Ne velemp ket evit guir a zioc’h ar menez ar goumoullen tan ha moged her goloe pa zavas Moizes varnezhan ; mes an houillou-mor a eonenne, hag euz an eonen e save flammou tan ; ar pez a rea eun daolen dudius meurbet da velet.

Va c’halon a zride, ha ne ket va hini-me epken, rak gueleta rean eno martolodet, tud calet gouscoude, hag a ruille beradou daelou var ho divoc’h.

Neuze e sonjen ; brema va zud a zo ive er pelgent, en oferen a anternoz. An iliz a zo kempennet caer, leun a c’houlaou, ha tregarni a ra gant son an ogrou. Ama gouscoude on eus caeroc’h taolen ; ama on euz evit goulaou ar stered euz an Env, ha neuze, en dro deomp, ar flammou tan a zao euz an tarziou mor hag a velomp o sevel a bell hag a dost evel pa falfe dezho hor saludi dre ma tremenomp. Evit ogrou on euz an trous-mor a zo ato cre he vouez pe ger sioul bennag e ve ar c’houagou.

Dont a ra ar gorreou ; ar c’hloc’hik bihan a zon ! Jesus a zisken en hon touez ; ne zisken ket, evel ma reas var menez Sinaï, evel eun Doue oll galloudeg, evel eur mestr a deue da rei he lezen ; disken a ra evel eun Doue salver a deu da c’houlen hor c’halonou ha da zavetei an eneou. D’ar mare-ze euz an oferen e caner peurliessa e pep parrez eun Nouel evit saludi donedigez ar mabik Jesus.