Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/399

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 383 —

Clevet a rean anezho o sevel gant an deleziou. Me ho les da zonjal pebez encrez am boa. Va bleo a zave var va fenn, hag e liviris calonek va act a gontrition.

Gouscoude ne gollis ket va fenn, c’hoeza a ris buan ar c’hleuzer, hag en em guzis dindan ar bern kerdin. Pemp pe c’hoec’h oant savet er gambr ma edon hag unan anezho a azezas var ar c’herdin ma edonme dindanho. Ar bourreo ! ker pounner oa hag eur pez kanol. Mouget sur e vijen ma vije chomet pell varnhon ; hogen Sant Dominek ne falvezas ket dezhan. Abenn eur pennadik e zejont adarre en traon gant ar scalierou. Eur glao hag eun avel scrijuz a rea, ha setu perag o devoa diegi o lacat ho fri e beg an tour. — En ilis, da viana, emezho, e cavomp disc’hlao.

N’edon ket fall, evel a velit. Prizonier oan, hag evit pegeit ? Sevel a ris gouscoude. Mes petra da ober ? Ian Graban-Dir, eme ve, guel da viana ha te c’hello staga da bavillon. N’oa ket eun dra eas. Sevel a renken abouez va divrec’h da veg an tour, ha dont a rea sourradou avel ha bouilladou glao hag a venne va dalla Ne ouzon ket oals penauz a ris, mes abenn nebeut goude edon e beg an tour, hag e stagen a zoare ar pavillon guenn oc’h ar groaz houarn.

Disken a ioa c’hoas diesoc’h eget pignat. Pa na dorris ket cant guech va gouzoug o tisken ac’hano, eo anat edo an oll zænt euz ar baradoz oc’h va zicour. Sellit, crena a ran c’hoaz o sonjal e kementse ; ne ancounac’haer ket a nosveziou evelse.

Disken a ris-ta bete camprig ar c’herdin ; mes neuze penaus da ober ? Ar re c’hlaz a ioa en ilis ; ne allen ket mont dre eno. Pa ne aller ket mont dre an or ez ear dre ar prenest. Eun toul prenest a ioa