Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/398

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 383 —

Ia, mes an alc’hoeziou-ze a ioa ouspen ugentanezho, hag e voen c’hoas me n’ouzon ket pegeit araog digouezout gant an hini mad. Digeri a ellis gouscoude ; hogen an or-ze a reaz aoun din, kement e vigouras, kement a drouz a reaz o tigeri. He zerra a ris var va lerc’h ha setu me dioc’h tres va dorn o sevel gant ar scalierou.

Pa voan savet eur pennad, e cavis eno eun tamik cambr hag a ioa enhi eur c’hleuzer var elum. Piou en doa he laket eno ? An aotrou Person, credabl, p’eo guir n’edo ket var elum lamp an ilis. Gouscoude em oa evel aoun ; drouklivet e tlien beza, hag e tennis va c’hontel vras, e voan o c’hortoz ato eur glas bennak da lamet varnhon.

Goudeze em euz goezet eo e guirionez an aotrou Person en doa laket ar c’hleuzer-ze eno araok tec’het, ha mad en doa great tec’het, rag ar re c’hlaz a laze ar bersoned evel kellien. Pa c’hellent dont en hon touez-ni edont en ho c’hre.

Me a anaie ar c’hloc’her, hag en em lakeas da c’helver :

Malou ! Malou ? hogen Malou ne responte ket. Asa, a liviris neuze, red eo e ven diot ive ; ma vije bet Malou ama, oa bet an alc’hoeziou gantha, hag em euz ho c’havet er sacristeri !

E kichen ar c’hleuzer e zoa eur rolledat kerdin. Ker skuiz oan ha ken abafet mac’h azezis var ar c’herdin-ze da ober eun ean hag e voredis. Ne ouzon ket pegeit e padas va c’housk ; mes dihunet e voen gant eun tousmac’h, eun trouz evel pa vije eur vanden drouk sperejou oc’h ober safar e dor ar porched. Me n’em oa ket gallet he digeri ; ar re c’hlaz avad a deuaz a benn anezhi gant ho bouc’hilli. Kerkent setu hi en iliz, ha ne zalejont ket ive da zont da gaout dor an tour.