Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/397

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 381 —

adren, a zeou, a gleis, ne velen nemet re c’hlaz, oll oc’h ober goard evit doare. An dra-ze evel kent, a roe din peadra da zonjal, hag e lavaren ouzin va unan :

— Craban-dir, va mignon, mar ec’h eus c’hoant da zavetei da bavillon ha da ler, e c’helles mont var da barlochou ha sevel da fri da velet a be du e teu an avel.

E guirionez, ama n’oa ket a leac’h da gaketal. Dalc’h mad e velen sitoianed ha n’edont ket cant pas diouzhin. Devet o doa oll dre ma zeant, ha me n’ouzon ket petra a glaskent eno. Var dro eiz heur e tigouezis dirak Sant Dominek. Tenval oa ha glao a rea, ar pez a blije din avoalc’h.

An ilis zo er penn all euz ar bourg. En em sila a ris bete ti Giles Penmarc’h a ioa goullou neuze, rag ar re c’hlaz o doa stlapet ar perc’hen en eur puns pemzek dez araog.

En em guzet a riz en eur c’horn tro hag e chomis da zilaou. Ne gleven trouz ebet a dost ; er penn all euz ar bourg e cleven safar gant ar c’hlazardet.

An iliz a ioa dirazhon, trist ba tenval. Mont a ris var va c’hrabanou beteg an or ; bounta a ris varnhi ; ne ellis ket avad he digeri ; an or-ze a gredan am c’hemere evit eur glaz, ar pez a gaven mezus.

Neuze e zis en dro da di Penmarc’h, hag e caviz eur skeul er sanail. Neuze e saviz oc’h eur prenest hag ec’h elliz ober toull da vont en ilis. Sacha a riz ar skeul en diabars gant aoun na vije deut ar re c’hlas da ober ho zro en diaveas.

Setu me da gaout dor an tour. Alc’hoezet oa, ha me ken nec’het ha biscoas. Ar sacristeri a gavis digor. Ama, eme ve, en deus marteze lezet ar c’hloc’her alc’hoez an tour. Ouspen eun heur e vouen o furchal, o clask. Var bouez gouscoude poania avoalc’h, e caviz eur stroillad alc’hoeziou dindan eun armel.