Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/393

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 377 —

Ar pez am eus da lavaret deoc’h brema a zo eun dra scrijus, mes ar vrezel a zo evelse, laza pe beza lazet. Lacat a ris va c’hontel vraz a dreuz em ginou, hag en eul lam, evel eur c’haz pe eun tigr, e voan crog e gouzoug an ofiser glaz, hag hen discaren dindan-hon. Ne ket evit netra e voan bet leshanvet craban dir. An ofiser, strobet gant he vantel vras, ne ellaz nemeur en em zifen. Me en em erbede oc’h an Aotrou Doue, hag a voaske var gouzouk va den evit miret outhan da grial.

Neuze e liviris dezhan e kichen e scouarn : Ro din da vantel, da dok, da votinezou, ha da c’her n’em diskuilli ket ; anez ez ez da vervel !

Clask a rea crial hag en em denna kuit.

— Rei a rez eme ve ?

Hen a hejaz he benn evit lavaret nann.

Eur momet goude e voa maro.

An den-ze, c’hui vel, en doa calon, ha me garje beza gallet savetei he vuez dezhan ; mes petra a fell deoc’h, lezen ar vrezel a zo eno ; poaniuz eo, mes n’oufen pe rafen.

Neuze e lakiz he zivrec’h dezhan a groas var he beultrin, e kemeriz he vantel, he dog hag he voutou kentraouet, ha setu me goaz ac’hanon ha sounn va fenn ganhen, guisket evel eun ofiser glas.

Me vouie ervad e cafjen c’hoas goardou ar botred c’hlaz, hag e guirionez, n’em oa ket great daou c’hant pas na glevis lavaret din :

— Piou zo aze ? chomit a za !

— Ofiser oc’h ober he rond.

— Tostait, ma vo guelet.

Mont a ris ; n’oan ket gouscoude dinec’h. Ma ne ket ger ar ged eo am oa clevet ! Pa voan eat evelato beteg ar zoudard, e lavaris dezhan e pleg he scouarn :

Salo eo ar Republik !