Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/392

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 376 —

Tenval oa evel en eur forn ; ar pez a blije din avoalc’h, rak gouzout a rean ar guenodennou dindan envor. Eur c’harz a ioa eno hag a ioa eur groaz er penn anezhi, hag e clasken ar groas-ze evit mont goudeze hed ar c’hars. Pell e vouen o clask, rag ar re c’hlaz o doa discaret ha torret ar groas.

Mont a ris neuze daou bleget, var va farlochou, hag e reden evel eur c’had. Bep en amzer e saven va fri da c’hoesat, hag e tigoren va scouarn da silaou. Tostat a rean ato oc’h an tan. Barz’ ar fin e clevis tud o comz tregont pas diouzin, hag unan o lavaret :

— Piou zo ? chomit a za !

— Ofiser oc’h ober he rond.

— Tostait ma vo guelet.

Neuze e clevis trous boutou eun den a ioa kentrou o sini outho, hag eur vouez c’hroz a lavaras goustadik :

— Salo eo ar Republik ! — Goude her c’hleviz adarre o pellaat.

Asa, counnari a rean. Ar re c’hlaz a ioa eta var c’hed ! ha penaus tremen ? red oa gouscoude. Penaus distrei da zant Laurans ep beza bet e Romagn ? ha petra vije bet lavaret euz a Ian craban dir ? Gallet e vije he henvel Ian craban stoup. Asa, n’em oa ket a c’hoant c’hoarzin ; mar deuen en dro oa great gant va henor ; mar dean araog oa great gant va ler.

Epad ma scraben va fenn, setu eur zonch, eur sclerijen o tont em speret. Cavet em oa an tu da ober va zreus. Ger ar ged eo am oa clevet, credabl : Salo eo ar Republik.

Neuze en em lakis da redek varlerc’h an ofiser a ioa gentrou ganthan, hag ato daoubleget, hag abenn daou vunut goude edon ken tost dezhan ha m’emaon deoc’h-hu aze.