Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/391

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 375 —

digouezet e Romagn, ez i gant ar venoden a hed park Ivon Plouvern ; pa vezi eat bete Keralen, ez i a dreus gant an douarou beteg ar c’hastel coz, eno en em guzi e lost al lenn vihan etouez ar raoz. Neuze e tevrezi ar a gouen seis guech, hag ep dale e veli ar botred o tont d’as caout. Digas din respont ar jeneral. Beach vad, ha taol evez oc’h ar re c’hlaz.

II

En dervez ma comzan anezhan, eme Ian Bodbalan, on doa en em gannet epad da neubeuta c’huec’h heur horolach, oc’h ar re c’hlaz, ha falc’het eun nebeut mad anezho. Evelse daoust d’am c’hraban dir e cave din oa pounner va izili, hag em bije great a galon vad eur pennad ean.

N’oa ket ken nebeut eur c’hoari mont da gaout ar jeneral Bonchamps ; an enebourien a ioa da dreuzi, rak varzu eno oant en em dennet. N’eus fors, tad ar victor en doa comzet, ha daoust pe ger skuiz oan ez iz en hent en han’ Doue. Mont a rean en dra c’hallen, beac’h am oa o chom a za gant ar skuisder, ar c’hoant cousket, an naoun hag ar sec’het. Hogen, c’hui vel, ne zonjen ket e kementse. Bale a rean evel eur breton, ha bale eur breton zo eur bale mad.

Hogen, setu pa voan eat tost da Sant-Ian, ha me o velet tantajou tan eur renkennad. Holla, eme ve, ama ez eus chuez fall ; ar botred c’hlaz a zo ama ! Laca evez Ian craban dir !

Neuze e troiz a zeou o sonjal ober an dro : mes pa voan eat eur pennad, a dre eur valaneg, e veliz eur rencad all a dantajou hirroc’h c’hoaz evit ar genta. Siouaz, a lavaris neuze, ama ne eller mont e tu ebed ; red eo mont dre greis pe chom en diascrenn ; red eo neun pe veuzi.