Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

Var ar pont, eun nebeut martoloded a zave eun aoter. Eun daol, gant eun douzier guenn evel an erc’h, ha daou gantolor gant diou c’houlaouen goloet gant guer ; n’oa ken. Mes var al lestr-ze nag hen a ioa an dra-ze bras, caer ha dudius ! Adren an-aoter e voa pavillonou gant eur groaz er c’hreiz.

Pa voue scoet ar c’hart araog anternoz, e savas tousmac’h e kement combot a ioa el lestr. An tad M… a veljomp o tont, guisket ganthan he ornamanchou oferenna, hag ar c’halir etre he zaouarn. Pebez drem respectabl en devoa an tad gant ar bouchadou bleo guenn oc’h heja var he dal ! An oll a stoue ho fenn dirag ar missioner a zo abaoue tregont vloaz o vale dre ar bed, o prezek d’ar bobliou aviel Jesus-Christ.

An tad M… en deus baleet euz an eïl penn d’egile euz ar Chin, euz an Indez, euz an enezi. Staget eo bet oc’h ar groas var aodchou an Afrik ; scourjezet eo bet e Sang-Haï, ha prizoniet e Kachemir ; e Tien-tsi en deus douget epad daou viz ar skeul c’houzouk. Epad tregont vloaz en deus gouzanvet, gourinet, labouret ep ean ebet ; ha goude beza labouret epad keit amzer ha gant kement a skuisder, en deuz evit oll danvez eur soudanen gignet, hag eur chapeled corail roet dezhan gant hon tad santel ar Pap pa zeas da c’houlen digant vikel Jesus-Christ beza lezet da vont d’an Ton-King.

Evel a velit, an tad M… a zo unan euz ar vrini dibreder-ze pere, ervez an dud difeiz, a zo o larda gant c’hoezen ar bobl ! Lod a gaf dezho ez int mad e kenver an hevelep tud pa na reont nemet ho gelver tud diskiant.

Eun taol taboulin a voue, hag ar beleg a gomansaz an oferen.

Kement den a ioa el lestr a ioa eno var ar