Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/386

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 370 —

lerc’h, ha Charlo, keit ha ma voa he dad o tont en ti, her c’huzas dindan an daol.

— Petra a reaz aze, goal baotr, eme an tad, ne deues ket buan da zigeri din ?

— Ne anaien ket mad avoalc’h ho mouez da genta, hag an avel, ar glao, ar gurun a rea aoun din.

— N’eus ket eun neuden seac’h ac’hanon. Guella mad zo ec’h eus great tan, ha gouscoude em oa difennet ouzit ober pa na vezan ket ama, ne ket lacat a rafez an tan el lochen.

— Ia, va zad, mes ker ien eo !

An tad en em lakeaz e kichen an tan d’en em zec’ha, hag o veza taolet eur zell var an daol, e lavaras :

— Oh ! an Aotrou a gaf dezhan eo eur bourc’his bras ? Petra ? Eun douzier var an daol, kement tam bouet am oa lezet ganhez, ha neuze chist ive, mar plich ! ha neuze teir gueren. Naoun ha sec’het as poa, evit doare ?

— Oh ia, va zad.

— Ha da ober petra teir gueren ha tri blat ? petra, da gi ha da c’havrig a poa sonch da lacat da goania ganhez ?

— N’am gourdrouzit ket, va zad ; m’em oa aoun o clevet ar glao, an avel, ar gurun, ha neuze oun en em lakeat da ober en doare-ze, ha neuze e sonje din e voa iud all ama, ha neuze n’em oa ket kement a aoun. Me zonje din edoc’h aze, c’hui, ha neuze va mæronez…

Bertrom a gredas pe a reas neus da gridi ar pez a lavare he vap, rag he garet a rea cals. Pa en devoa great eun domaden, setu hen d’en em lakat oc’h an daol da zibri eun tam bennak. Charlo en em lakeas ive en he gichen, hag a roe dre guz lod euz ar pez