Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/385

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 369 —

An itron a voa c’hoas iaouank ; ne devoa nemet pevar bloas varnugent. Pa’z eaz he fried gant he vugel euz an hostaliri eleac’h ma voa coezet an archerien varnezho, ez eaz ive var ho lerc’h. Hogen ken tenval oa ma ne vouie ket pe varzu e voant eat, hag o veza evelse dianket e chomas da dremen an noz azezet oc’h tronjen eur vezen. Pa darzaz an deiz, e savaz ac’hano, hag ez eas gant ar c’henta guenoden a gavas. Dre chans ar venoden-ze a gase eün da di Charlo, eleac’h ma edo he fried hag he bugel.

Charlo neuze a reas tan, a gasas colo pe blous fresk er c’hao dindan an trap evit ma c’helje cuzet eno an tri den a ioa en he lochen, mar bije c’hoaz izom. Neuze ez eas da c’horo he c’havrik, evit gallout kinnik d’an itron eur banne leas livris.

Etre daou e voa deut an noz, hag ez eant da zibri eun tam bennak, pa zirollaz eur bar arneu scrijus, tan, curun, glao dourbil. Digouezout a reas an traou en hevelep doare ma chomaz ho c’hoan a dreuz en nosvez-ze.

III

Charlo hag an estren repuet gantha en he lochen, a iea da zibri eun tam bennak pa voue scoet adarre var an or :

— Digor ! Charlo, digor !

— Va zad, eme ar bugel en eur grena ; va zad, red eo din digeri dezhan, ho pet fizians enha.

— Nan, eme an Aotrou, lez ac’hanomp d’en em guzet. N’en em ziskuezimp dezhan nemed red e ve.

— Charlo, eme an tad, digeri a ri-te ? Ne ouzout ket pebez amzer a ra ? E guirionez eur glao diluch a goeze. An Aotrou hag an Itron a redas d’an trap, ha gant ho zrefu e chomaz ar potrig Herri var ho