Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/384

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 368 —

Da dad a jomo ganeomp ; mes da galon vad a virit e vez savet guelloc’h evit na dout ama.

Charlo neuze a c’hoezas tan, a elumas goulou, hag a zigasas var an daol ar pez a ioa a vouet en ti, hag e lavaras d’an aotrou ha d’he vap dibri, rak naoun a dlient da gaout.

A veac’h o doa debret eur c’hinaouat bennak, ma clefjont skei goustadik var an or. Kerkent e chomjont evel tud sebezet. Skei a rejor eun eil guech. An aotrou a ioa deut ker guenn hag he roched.

— N’o pet ket aoun, eme Charlo, ne zigorin da zen ebet. Neuze e kemeraz eur skeul vian, hag e savas da zellet dre eun toul prenest a ioa azioc’h an or.

— Piou zo aze, emezhan ?

— Enhan’ Doue, digorit din, mont a ran da fata (sempla).

— Oh ! ne ran ket, me ne ouzon ket piou oc’h.

Digorit, a lavaraz an aotrou, va fried eo.

Maman, maman, a lavaraz ar potrik bihan, hanvet Herry pehini en doa anavezet mouez he vam.

Charlo a zigoraz eta, hag an itron, guisket mad, mes drouklivet, he bleo o fuia gant an avel, a deuaz en ti, hag a goezas dioc’htu semplet o velet he fried hag he map.

An aotrou a deuaz ep dale d’he dizemplao voalc’hi he fenn gant dour sclear e kichen he diou scouarn. Nebeut ha nebeut e teuaz he ners dezhi, ha neuze en em gave eurus da veza digouezet gant he zud ne vouie ket peleac’h e voant eat.

Epad an abaden-ze, Charlo a brenne an or, a c’hoarze hag a vouele, hag a gave e gouelet he galon eul levenez dreist da veza gallet ober vad da dud ker carantezuz. He levenez a grescas c’hoas pa glevaz an aotrou o lavaret d’he bried kement en doa great ar bugel-ze evitho.