Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/383

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 367 —

eun dra bennag outho. Lavaret a reas d’ar bugel : te ac’h eus guelet eun dra bennag ha ma na lavarez ket petra c’heus guelet, me ia da chadenna da zaouarn dit. Hag e tennaz eur jadennik. Charlo n’en doa ket a c’hoant da vancout d’ar ger en doa roet d’am emzivad, ne doa ket e poan ken nebeut da vont d’ar prizon. Evit en em denna a afer ta e lavaras d’an archerien en doa guelet marteze an hini a glaskent ; pell a ioa avad oa tremenet dre eno.

— Perag, eme ar brigadier, ne c’heus ket lavaret deomp dioc’htu-ta mar ec’h eus guelet an den a glascomp ?

— C’hui oc’h eus lennet kement a draou var ho paper, ne ouzon mui petra da lavaret.

— E peleac’h ema’n den-ze ?

— Me voar ? me’m eus guelet eun den ahont oc’h costez ar menez, hag a iea d’ar red ; d’ar c’hoad zo duhont me voar vad ez ea.

An archerien a ieaz etrezeg ar c’hoad, ha Charlo, fouge enha da veza roet ludu dezho eleac’h butun, en em lakeas da sutal. Ne voa ket gouscoude dinec’h, hag evit tremen he nec’hamant, en em lakeas da c’hoari gant he c’havrik ha gant he gi.

Pa voa deut an noz, ez eas da zigeri an trap, evit tenna ac’hano an daou brizonier a ioa eno. An divroad o veza clevet pe gen tost oa bet ar bleis dezhan, a bocas d’ar bugel, hag a lavaras dezhan : va bugel, mar plich gant Doue rei da anaout n’oun ket cablus, n’em eus great droug ebet, me ra ama al le e kemerin ac’hanout evit va map, hag e vezi breur d’ar bugel-ma zo etre va divrec’h.

— Ha Charlo da vouela. Neuze, emezhan, ez afen kuit dioc’h va zad ?

— Nan, va bugel, da garantez evit da dad a blich din ker couls hag ar pez ac’h eus great evidomp.