Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/379

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 363 —


Charlo pe ar Bugel Ijinus
————
I

Eun divroad, eun den hag en doa doare da veza a reng huel, a voue guelet eun dervez o vont a brez a dreuz ar rehil a zo a zioc’h al lochen ma ema o chom enhi ar potrik ma zeomp da gomz anezhan. Charlo, ar potrik mad-ze, a velaz an divroad, hag a griaz outhan : na dit ket en tu-ze ! na dit ket en tu-ze ! Mont a rit da goeza en islonk ! Hag e guirionez e kichen e voa eun toul don, eleac’h ma vije coezet a dra zur an divroad hag eur bugel pevar bloaz a ioa gantha etre he zivrec’h panefe ma voue gueiet gant ar bugel mad-ma en doa epken var dro dek vloas.

An divroad o clevet Charlo, a jomaz a za, hag a c’houlennas dre he hent ec’h elje disken divar ar menez. Charlo a ziskuezas dezhan eun doare guenoden pe scalier e creiz ar rec’hil, hag eur pennadik goude edo an divroad gant he vugel e lochen baour Charlo.

— E peleac’h emaoun-me ama ? A c’houlennaz ar beachour.

E Breiz-izel, ha va zad a lavar emaomp ama pemzek leo dioc’h kær Dol.

— Peleac’h ema ho tad ?

— Eat eo en hent, ha ne zistroio ket ken na vezo abenn daou zervez ama.

— Ha n’oc’h eus-hu ket aoun ama oc’h unan ?

— Oh, ne maoun ket va unan. Bez’em euz ama va c’hi ha neuze eur c’havrik. Va zad en deuz lezet