Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/378

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 362 —

eur griaden c’houek, hag e scaraz ac’hano mar gouie. Kerkent an oll gouezidi a voue var zao, hag en dro d’am lochen ho armou gantho, oc’h ober eur safar evel diaoulou. Va c’hamarad guele a zavaz aoun ganthan, evit doare ; en em sila a reas didrous dre voask ar peuillou a zerviche da voger d’am lochen. Hogen n’oa ket eat c’hoaz an anter euz he gorf er meas na doa troc’het he benn dezhan gant eun taol lans. Al lost a ioa c’hoas tost din, en em lakeas da skei, da lopa gant kement a gounnar ma vijen bet flastret ha bruzunet ganthan ma en divije gallet va zizout. Eur moricod a deuaz el lochen eur vouc’hal ganthan, hag ep dale e voa great pennadou ber euz ar zarpant.

Hogen goudeze em eus gouezet eo ar zarpant en doa savetet va buez din. Ar voricoted a gemer ar zarpant evit ho Doue, hag an hini a deu ho Doue d’he velet ne c’hellont mui he laza. Ho lezen eo. Me-ta am boa bet bizit an Doue-Sarpant, hag evelse e voue lezet va buez ganhen ; eur sclavour avad a voue great ac’hanon, ha caset da labourat etouez eun dek pe zaouzeg all paket gantho eveldhon hini ac’hann, hini alesont.

Etouez ar sclavet-ze ez oa eur spagnolez tolet eno ive gant eur pense, hag eur bugel dezhi a dri pe bevar bloaz. E un nos vez ec’h eljont tec’het Mistral hag hi, hag ar bugel. Gant poan avoalc’h ec’h eljont, a dreuz ar c’hoajou, mont beteg an aod. Dre chans edo c’hoaz al lestr eno. Saveteet oant ; mes ar Spagnolez a varvaz eun nebeut derveziou goude. Ar c’habiten Mistral en em gargaz euz ar bugel, her c’hemeraz evit he vap, hen hanvas Colibri, hag a reaz anezhan, evel ma lavare, eur martolod dispar, hag eur c’hristen mad, eur c’hristen catolik ferm en he lezen.