Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/374

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 358 —

ober eur banket ganhen. N’oa ket fall evit eur c’hos labous kement hag eur gelienen vraz, ha c’hoas ne ket evidhen oa. Kementse a zigase c’hoant din da c’hrosmolat a enep ar bigorneter pe al labousetaer en doa va zouellet.

Hogen pa zonjen e voa bet lazet he unan, ha pa velen he benn oc’h heja oc’h choug unan eus va bourrevien, rag ar penn o doa caset gantho, n’en em glemen mui.

Er geriad kenta ma en em gafchomp ne rejomp nemet eun ean ; amzer epken da eun nebeut merc’hed ha marmousien bihan, rag henveloc’h oant oc’h marmousien eget oc’h bugale, ha n’oant nemeur guelloc’h guisket, amzer dezho da zont da zellet ouzin evel ma teuer da zellet oc’h eur bleis pe eul louarn paket gant chaseourien, ha da loskel eur iouc’haden bennak. Evit ho c’homzou ne ententen ket muioc’h anezho evit eur vanden broc’het pa en em lakeont da c’hrognal. Ha va c’hredit mar kirit, guelloc’h e vije bet ganhen neuze clevet cant torrad moc’h gouez o soroc’hat en dro din eget clevet ar voricoted-ze.

Mont a rejomp adarre-ta ac’hano, a dreus coajou ha rec’hil hueloc’h var ar menez. Eat oan skuiz, ha petra bennak ma c’houien ervad n’em boa nag eun digemer nag eur goan re vad oc’h va gedal e penn va beach, em boa mall da zigouezout, hag em houe eun doare plijadur pa glevis chas oc’h harzal. Edomp o tigouezout e kær benn an igoloted. Ar geriaden-ma a ioa henvel oc’h an hini on doa treuzet kentoc’h, nemet ma zoa muioc’h a lochennou enhi ha ma zoa var he zro eur gael great gant spern ha keuneud all evel ma zeus mogeriou en dro d’ar c’heriou. Ama ar merc’hed hag ar vugale a ouc’haz hag a ziscrogaaz ha deat oc’h va guelet