Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/373

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 357 —

Neuze evel ma tigouez peurliesa pa vez traou evelse, ar re o doa bet mui aoun eo a ziskueze muia laouenidigez, hag a grie muia o c’houlen penauz oa tremenet an abaden, ha red e voue lavaret da bephini anezho ger evit ger penauz oa tremenet pep tra Evelse istor Colibri a jomaz a dreuz evit an dervez-ze.

V

Kenta ma c’hellaz ar c’habiten Mistral dont adarre d’he istor, epad ma edo o rinsa he c’houzoug hag o lacat he deod da vont en dro, an itron saoz a lavaras :

— Cabiten, hirio da viana e clevimp penauz e teuas Colibri ganeoc’h ?

— Bagas ! ne fell ket deoc’h clevet petra a zigouezas ganhen etouez ar pennourous-ze o doa va stlejet d’ho c’hear evel ma stlejer eul leue d’ar gigerez ?

— Eo, eo ! cabiten, eme an oll, lavarit deomp penauz oc’h eus gallet sacha ganeoc’h ho ler ac’hano.

— Kent a-ze, eun tam evez c’hoas ; Colibri a zigoezo pa deui he vare. Ha da genta, divezatoc’h em eus gouezet ar botred vrao-ze a reat igoloted anezho, eun hano, evel a velit, a zoare dioc’h canfarted evel ma zoant.

Evel am eus lavaret deoc’h, va divesker a ioa bet diliamet din evit ober din bale, va divrec’h avad a ioa laset stard a dre va c’hein, ha ne vije ket bet æs din c’hoeza va fri.

Me lavare ouzin va unan : salo din o divije va lazet dioc’htu ; rak guelet a rean ervad dioc’h ar c’houbari anezho, dioc’h ar sellou a daolent varnon hag au ariezou a reant en dro din, o devoa sonch d’am laza gant ar brasa crisderi, credabl en henor d’ho c’habiten maro, d’am foazat oc’h ar ber, ha da