Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/367

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 351 —

Ne glevemp trouz ebet nemet mouez al laboused ; etouez kan al laboused avad e clevemp cri al labous noz, hag ar c’hri-ze ne blije ket deomp. Lod a lavare e voa eno mouez ar c’houezidi oc’h en em c’helver evit dont varnomp hag hon laza eno el leac’h gouez-ze.

Epad ma zeamp evelse gant poan avoalc’h hag ive gant encrez dre douez pe kentoc’h dre zindan ar guez, setu hon labousetaer o crial : Eur c’holibri ! daou golibri ! hag hen o cregi en eur roued a ioa ganeomp, hag o crial varnhon da vont ganthan d’he zicour da baca an daou labous-ze. Ep gortos ma voa caset ar vag bete’n douar e lamas var ar riz hag e voue tost dezhan en em veuzi. Me a ieas d’he zicour, hag e pakjomp eur c’holibri ; hogen ker e coustas deomp. Epad ma edo al labousetaer o trei hag o tistrei he golibri, o tiskuez din pe ger caer oa, e voue faoutet he benn dezhan gant eun taol penn baz.

An dud gouez a ioa deut beteg enhomp dre douez ar bodennou a ioa ker stang eno ma na ellet ket guelet diou gamed diouthan. Me a zonjas lamet var va fuzil, mes n’em boue ket a amzer ; eur gorden tolet en dro din evel eur roued a viraz ouzin da c’hellout en em zifen. Guelet a riz oa great ganeomp, hag e criiz oc’h va martoloded d’en em denna kuit gant ar vag. Hogen ar gouezidi a ioa en dro deompni evel eur vanden diaoulou, a ieas var ho lerc’h goude m’o devoa cordennet mad ac’hanonme. Hogen kementse a goustas ker dezho ive d’ho zro.

Hor martoloded a loscas meur a denn, hag a ziscaras meur a hini euz an dud gouez-ze, ha dreist oll ho c’habiten. Pa zistrojont e tigaschont gantho corfou ar re a ioa bet lazet gant bouliji ar vartolodet, da viana ar re o doa gallet da gaout, rak lod anezho a ioa coezet en dour, hag ep mar, lonket