Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/365

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 349 —

histr evit caout ar c’hregin hag a daol ar bouet kuit, evel pa zeont da neziaoui ne ket evit caout viou na laboused eo, mes an neiz a zebront evel eun tam lib-he-bao. Asa, pa lavaran deoc’h, ar bed var an tu a enep.

Eno ken nebeut n’eus na nevez amzer na discar amzer. Euz an hanv e coezer er goanv dioc’htu, euz an domder er ienien.

Deut oan da veza mignon ar bigorneter, ha bemdez ez ean ganthan d’an douar, hag her sicouren da baca laboused a bep seurt hag a bep liou. Hogen ar c’habiten a zifenne mont pell dioc’h an aod, ar pez a rea poan vras d’am c’hamarad en doa c’hoant bras da velet petra a ioa e creiz an enezen, ha da zevel var beg unan bennag euz he meneziou. Bemnoz, da goan, e chome defot na c’helle mont da ober eur veach dioc’h he frouden e creiz an enezen.

— Petra, eme ar c’habiten, ha ne gavit ket a loened hag a laboused avoalc’h var bord an aod ?

— Nan, eur c’holibri a vanc din, ha n’her c’haver nemet pell en douar, er c’hoajou hag er meneziou.

— Ne zervich ket deoc’h clask mont, rak n’ho lezin ket ; coll a rafac’h ho puez.

— Coll va buez ? cabiten, ha perak, mar plich ?

— En em goll a rafac’h er c’hoajou, ha ne c’helfac’h ket en em denna kuit.

— Me a zo bet e meur a goad, ha n’oun ket chomet enho. Bez’ ez eus ganhen diou nadozen hag a dro varzu an anternoz.

— Ar meneziou-ze zo leun a zarpanted bilimuz hag a loened gouez.

— N’em euz aoun ebet razho.

— An dra-ze ne viro ket outho d’ho tibri, ha mar gallit en em zifen outho, n’en em zifennot ket oc’h an dud gouez a zo aze.

20