Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/363

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 347 —

nemet hon laerez ha zoken ober eur vech diou vech ganeomp evit gallout samma eas goudeze kement a vije el lestr.

Ar forbanet-ze a ioa gant lod anezo peder pe bemp contellasen e goask ho gouriz, ha ne deant ket diouzomp zoken pa deue an noz, ha ni ne c’hellemp ket cousket eur berad. Ouspen c’hoaz abalamour d’an domder oa red deomp goalc’hi al lestr dalc’h mad. Evit mont en dour e rankemp disken eur gouel braz er mor, hag ar gouel-ze a zerviche deomp da gibel ; anez e vijemp flemmet gant ar zarpanted melen pe draillet gant ar mor-vleizi.

Erfin e teuas mis Mae hag e c’heljomp mont ac’hano da enez Borneo. An dra-ze a c’halver eun enez, hogen lavarit ama din ha ne dlefe ket caout mez o kemeret an hano a enezen eur pez douar hag a zo marteze brasoc’h eget ar Frans ? Daou c’hant pemp leo ha pevarugent e deuz a hed, ha daou c’hant antercant leo a ledander, hag en he c’hreiz ez euz meneziou hag o deuz eis mil troatad hueldet, ha pa vezer savet varnezho, eo red disken evit beza aresed gant an oabl.

Var al lestr ez oa eun orin ar seurt n’oc’h eus guelet biscoas. C’hui lavaro da ober petra ez ea an den-ze d’an enizi er penn pella ar bed ?

— Da glask aour, credabl, cabiten.

— Aour ? an orin-ze ne rea fors nag a aour nag a arc’hant. Va den a iea d’an enizi da vigorneta. He galon en divije roet evit eur bigorn etiz ar seurt n’en doa ket c’hoaz en he gelorn. Rak c’hoant en doa da zestum eun nebeut euz a gement seurt bigerniel zo bet crouet gant Doue. Paca a rea ive palafennou ha bete zoken kellien hag ho stage gant spillou oc’h he daolennou paper. Araok m’oamp digouezet e Borneo, va orin ne bade ket gant ar fouge