Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/352

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 336 —

— Mar gra unan ac’hanoc’h eur gamed evit dont da gregi enhon, ema dioc’htu al lestr-ma en ear !

Ar zaozon a jomas sebezet oll, hag o devoa oll chenchet liou. Araog ma voant deut euz ho souez, edo Robert gant he vartolodet o cripat el lestr saoz, ho zabrinier gantho etre ho dent, a lam var ar zaozon, ho discar, ho drail, hag a ra prizonerien ar re n’int ket lazet.

Kementse a voue great en eun taol dorn, ha dioc’htu ar pavillon Saoz a voue stlapet er mor evel eur pez divalo, ha pavillon Frans a voue savet en he leac’h. Lestr braz ar saos, Comodor hag all, hag he vartolodet var ar marc’had, a ioa d’ar fransizien.

Al lestr braz all a ioa eno d’ar saoz, n’en doa ket bet a amzer da zont da zicour ar C’homodor. Ar c’habiten pa velaz oa kemeret al lestr kenta, ne gredas ket en em ganna, rag Ian Bart hag he vartoloded a ioa en em laket dioc’htu da garga canoliou ar zaoz, ha ma en divije al lestr all lavaret eun dra bennag, e vije bet plaoufet ive ep dale couls hag ar c’henta. Digas a reas gouscoude eur vag vihan evit lavaret n’oa ket eun dra leal kemeret listri evel se en eur rad eleac’h m’oa difennet en en ganna.

Ian Bart ne brijas ket respont eur ger. Ranna a reaz ar brizonerien etre an daou lestr, ha neuze, sounn he verniou gantha, e tiblasaz ac’hano evit mont er mor bras. Eil lestr ar saozon ne finvas ket da vont var he lerc’h.

VI

Goude an taol scrab-ze, goude ar gentel-ze roet d’ar zaozon e ber amzer. Ian Bart a ziblasaz evel ma on eus lavaret, da vont d’ar mor bras gant he lestric Sant-Loiz ha lestr braz ar C’homodor deut da veza he breiz. Al lestr saoz all ho lezas da vont